John Collier

Tannhäuser In the Venusberg

John Maler Collier (27 a viz Genver 1850 e Londrez11 a viz Ebrel 1934) a oa ur skrivagner hag ul livour breizhveuriat rakrafaelour.

John Collier a voe ur poltredour brudet. Mab Lord Monkswell hag a oa barner hag arzour amatour e oa. E skolaj Eton hag e skol-arzoù Slade e studias gant Edward Poynter. E Pariz ivez e studias, gant Jean-Paul Laurens hag e München. Daoust ma ne zeskas ket ganto e voe broudet ha levezonet gant Lawrence Alma-Tadema ha John Everett Millais.

Collier a voe e-touez ar 24 den a grouas Royal Society of Portrait Painters, ha bezprezidant e voe. Ezel e voe ivez eus Royal Institute of Oil Painters. 130 livadur diwar e zorn a voe diskouezet er Royal Academy ha 165 er Royal Society of Portrait Painters, hag ivez e diskouezvaoù Breizh-Veur hag e broioù all.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search